E parrez langonned Lyrics & Tabs by Alan Stivell

E parrez langonned

guitar chords lyrics

Alan Stivell

Album : E langonned (A Langonnet)PlayStop

Kenavo ma zad, ma mamm
Kenavo mignoned
Kenavo deoc'h tud yaouank

Eus parrez Langonned
Ne oa ket roet din ar choaz
Dav oa din partiel
Kaset oan war ar mor bras
Kuitaet ma Breizh-Izel
Me oa-me gwall glac'haret
'Vont d'ober ma servij
Lesket 'moa e Langonned
Fleurenn ma yaouankiz
Lesket 'moa e ti he mamm
Ma mestrezig karet
Kaset oan d'an Oriant

Lesket 'moa e ti he mamm
Ma mestrezig karet
Kaset oan d'an Oriant
Ha du-se oan gwisket
Berv e oa ma daoulagad
An avel oa uhel
Barzh an neñv e oa stered
Daole din sklerijenn
Ma vijen bet e skolioù
'M bije skrivet ul lizher
'Vit kontañ ma holl boanioù
Ha ma brasañ mizer
Fin oa bet ar beajoù
Erru oan me amzer
Digoue'et oan en-dro er vro
Echu oa ma c'hoñje
An eostig save d'al lein
Ha gane melodi
Kavet din ma Breizh-Izel
Erru oan 'barzh ma zi
Kentañ hin' am boa kavet
Oa 'vatezhig vihan
Ha ganti 'm boa goulennet
E-menn 'mañ 'r plac'h yaouank
'Mañ-hi du-se 'barzh ar sal vras
E-touez ar yaouankiz
Sonerien ouzh he gortoz
'Vit monet d'an iliz
En ur glevet kement-all
Me oa chomet souezhet
'C'haloupat da benn kêr all
Du-se em boa gwelet
Klevet 'peus, kamaraded
Setu aze 'n avis
Ma fell deoc'h bezañ touellet
Kit d'ober ho servij
Ha bezet gourc'hemennet
C'hwi holl merc'hed yaouank
'Mañ doganet ar baotred
'Vont da servij Bro-Frañs

Like us on Facebook.....
-> Loading Time :0.0057 sec